Mingan zo unan eus ar peder c'hêriadenn eus ar C'hebek zo war vord an aod a-dal enezeg Mingan : Longue-Pointe-De-Mingan, Mingan, Havre-Saint-Pierre, Baie-Johan-Beetz.

Mingan a zo ur gêriadenn vihan indian innuat (meuriad Montagnais) e genoù ar stêr Sant-Laorañs er C'hebek. 200 kilometrad emañ eus Sept-Îles hag 28 km eus Havre-Saint-Pierre. 18,13 km² eo. 487 den a zo o chom er gêriadenn ha 9 all e-kreiz ar vro digenvez. Ur mirlec'h indian eo abaoe 1949. Bez' e oa Mingan pe Ekuanitchit, er [[Montagneg |yezh innu-aimun]], ur gêriadenn hañv hepken e lec'h m'en em vode ar familhoù goude bezañ bet o chaseal a-hed ar goañv.

Ezel int eus Breujoù Mamu Pakatatau Mamit, hag emañ o c'humuniezh o tivizout gant gouarnamantoù Kebek ha Kanada a-benn kaout muioc'h a emrenerezh. Yaouank-tre eo ar boblañs rak an div drederenn anezhi a zo yaouankoc'h eget 35 bloaz. E-keñver an ekonomiezh e labour an darn vrasañ eus an dud er pesketaerezh.

Ur greizenn sevenadurel montagnais a zo er gêriadenn hag ivez ur greizenn degemer chaseerien ha pesketaerien estren.

Gilles Vigneault, ar c'haner kebekat, eo den brudetañ ar vro.