Stêr Sant-Laorañs

stêr eus Kanada
(Adkaset eus Sant-Laorañs (stêr))

Ar Stêr Sant-Laorañs (galleg: Fleuve Saint-Laurent; saozneg: Saint Lawrence River) a zo ur stêr vras eus Amerika an Norzh hag a ya eus al Lennoù Meur (Lenn Ontario) betek ar Meurvor Atlantel. Redek a ra eus ar mervent d'ar biz, ha treuziñ div broviñs eus Kanada, Ontario ha Kebek. He red etre proviñs Ontario ha Stad New York a ra an harzoù etrebroadel etre Kanada hag ar Stadoù-Unanet. 1 197 km zo etre daou benn ar stêr a ya da aberiñ en ur pezh mell pleg-mor, Pleg-mor ar Sant-Laorañs.

Stêr Sant-Laorañs
stêr
EienLenn Ontario Kemmañ
En em daol ePleg-mor Sant-Laorañs Kemmañ
Lenn war an dourredennLake Saint Pierre, Lac Saint-Louis, Lake Saint Francis, Lenn Ontario Kemmañ
Diazad doureierSaint Lawrence River basin Kemmañ
Bro an diazadKanada Kemmañ
Anvet diwarLaorañs Roma Kemmañ
KevandirNorzhamerika Kemmañ
StadKanada, Stadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadNew York, Ontario, Kebek Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°40′0″N 64°30′0″W, 44°20′59″N 76°0′52″W Kemmañ
A zo stok ouzhSillery, Lévis Kemmañ
Statud gladeldesignated historic site Kemmañ
Route diagram templateTemplate:Saint Lawrence River map Kemmañ
Map

Roet eo bet e anv d'al lec'h gant Jakez Karter e-kerzh e eil beaj, da zeiz sant Laorañs (an 10 a viz Eost), met ne ouie ket d'an ampoent e oa ur stêr. Kavout a rae dezhañ e oa ur pleg-mor. N'eo ket diwezhatoc'h e savas gant ar stêr a rae anezhi "Stêr veur Hochelaga". Tamm-ha-tamm e voe tapet ar pleg d'ober gant "Sant-Laorañs" koulz evit ar stêr hag ar pleg-mor. Tud orin ar vro a rae "Kaniatarowanenneh", "hent dour bras", eus ar stêr e mohawkeg, Kahnawáʼkye e tuscarora.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.