Gwengelouriezh Hellaz

(Adkaset eus Mitologiezh Henc'hres)

Gwengelouriezh Hellaz pe mitologiezh Gres eo hollad an holl wengeloù danevellet gant an Henc'hresianed.

Mitologiezh Henc'hres
mitologiezh
Rann eusmitologiezh klasel Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Greek mythology Kemmañ
Kadmos o stourm a-enep an aerouant.

Ar marvailhoù-se a gont orin an anien hag ar bed, pe buhez an doueed hag an harozed. Ar wengelouriezh-mañ a oa bet diorroet war hir dermen adalek sevenadur Mykenai betek an aloubadeg Roman.

Gwengeloù Hella a veze treuzkaset da gentañ gant ar vykenaiz hag ar vinoiz hag o deus diazezet an hengoun barzhonegel dre-gomz e XVIIIvet kantved. D'ar mare-se e voe savet meurganoù evel an Ilias hag an Odysseia. Homer zo anaouet evit bezañ skriver an testennoù-mañ tra ma veze krouet an dTheogonia hag Erga kai Hemerai ("Al Labourioù hag an Deizioù") gant Hesiodos un nebeud degadennoù warlerc'h. Munudoù zo miret e Kanoù Homeros ivez, meulganoù o lidañ doueed dibar, pe e diskolpadennoù eus ar C'helc'hiad Meurganel, ha gant an drajediennerien hag ar c'homediennerien eus ar mareverezh klassel ha hellenadek.

Ouzhpenn an danvez lennegel e oa bet miret kalz a geloù dre skeudennoù hag arouezioù (listri, lidkinnigoù hag artefaktoù liesseurt). Da gentañ e veze kontet Diskar Troia warno, hogen e voe skeudennaouet muoc'h-mui a sujedoù adalek ar Vvet kantved. Ar wengelourizh c'hresion en deus awenet sevenadur Europa da vat. Impalaeriezh roman a adkemeras lod bras anezhi hag e veze anaouezet mat gant tud ar renkadoù dreist betek hiriv an deiz.

Er XVIIvet kantved e voe tabut etre daou luskad prederiet e Frañs hag en Europa, anvet "Tabut etre an Henamzeridi hag an Nevezidi" pa oa bet klasket abeg aotrouniezh al lennegezh Gres war sevenadur an amzerioù modern.