Mary "Moll" Davis (war-dro 1648 - 1708) a oa un aktorez saoz eus ar XVIIvet kantved, hag unan eus serc'hed niverus ar roue saoz Charlez II.

Moll Davis, poltredet gant Peter Lely, war-dro 1665-1670

E 1686 e timezas d'ur soner gall, James Paisible (war-dro 1656-1721), hag a oa e lez ar roue James II . Gant ar roue ez ejont d'an harlu da Vro-C'hall, da St Germain-en-Laye.

E 1693 e tistrojont da Vro-Saoz, hag an aotrou Paisible a oa sonaozour ar priñs George of Denmark, gwaz ar briñsez Anne, hêrez d'an tron.