Mont-Blanc (departamant)

Mont-Blanc zo un departamant gall a zo bet etre 1792 ha 1815, anvet diwar-lerc'h ar Menez Gwenn, uhelañ kern Europa ar C'hornôg, ha Chambéry a oa ar pennlec'h anezhañ.

Krouet e oa bet gant ar C'hallaoued, pa voe aloubet Savoia gante, diwar-goust rouantelezh Sardigna.

1798-1814

kemmañ

E 1798 e voe delamet hanternoz Mont-Blanc da sevel an departamant nevez Léman gant tammoù all eus Suis. E 1814, trec'het Napoleon Iañ hag ar C'hallaoued, adsavet e voe rouantelezh Sardigna.

Arondisamantoù

kemmañ

E 1798 e oa 4 arondisamant: Chambéry, Annecy, Saint-Jean-de-Maurienne and Moûtiers.

Dre vras e klote gant an departamantoù Savoie ha Haute-Savoie a hiriv.

Levrlennadur

kemmañ
  • Ar pennad Savoie e-barzh Dictionnaire Napoléon, renet gant Jean Tulard, Arthème Fayard, 1987, 2 levrenn e 1999
  • Jean-Louis Grillet, Dictionnaire historique, littéraire et statistique des départements du Mont-Blanc et du Léman, Chambéry: Librairie J.F. Puthod,1807
  • Joseph Dessaix, La Savoie historique, pittoresque, statistique et biographique illustrée de 112 vues, portraits, costumes, plans de villes et cartes géographiques hors-texte, entrepris vers 1854. Adembannet gant Éditions Slatkine, Paris, 1995.

Pennadoù kar

kemmañ

Listenn departamantoù gall Italia