Monterey (Kalifornia)

Monterey zo ur gêr eus Kalifornia, war aod kornôg ar Stadoù Unanet. Emañ war ribl Monterey Bay, e-kreiz Kalifornia. Da vare niveradeg 2010 e oa 27 810 a dud o chom e Monterey.

Porzh Monterey

Penngêr Alta California e oa Monterey d’ar mare ma oa al lodenn-se eus Norzhamerika e dalc’h an Impalaeriezh spagnol, ha goude-se ivez pa oa deuet Mec'hiko da vezañ dizalc'h. Goude ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù Unanet (1846-1848) e teuas Kalifornia e-barzh Stadoù Unanet Amerika. Ha paouez a reas Monterey da vezañ he c'hêr-benn e 1849.

Betek ar bloavezhioù 1950 e oa bras pouez ar pesketa e buhez kêr. Dedennañ a ra kalz touristed ha kalz arzourien ivez (skrivagnerien, livourien), abaoe dibenn an XIXvet kantved. E-touez an traoù a zesach gweladennerien da Vonterey bremañ e c’haller menegiñ Akwariom Bae Monterey, unan eus ar re vrasañ e Norzhamerika, hag ar "Monterey Jazz Festival" a vez aozet bep bloaz.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.