Mor Ionian

(Adkaset eus Mor Ionia)

Ar Mor Ionian (Deti Jon, da lavarout eo "hor mor-ni" en albaneg, Ιόνιο Πέλαγος e gresianeg, Mare Ionio en italianeg) zo anezhañ ul lodenn eus ar Mor Kreizdouarel, er c'hreisteiz d'ar Mor Adria.

Mor Ionia (Skrivet «Mer Ionienne» war ar gartenn c'hallek-mañ).
Mor ionian, evel m'er gweler eus Enez-Korfou, gant Gres an Douar-bras hag Albania en diadreñv.

An holl inizi-se a vez graet an Inizi Ionian anezhe, gant inizi all evel enezeg ar Strofades, Sphagia, Schiza, Sapientza ha Kythira.

Ar mor zo anavezet evel unan eus ar re ma kren an douar dindane.

Listri-beajourien a vez o treizhañ etre Patras (e Bro-Hellaz) ha Brindisi pe Ancona, en Italia. Listri eus Pire a vez ivez.

Orin an anv Aozañ

Hervez Aesc'hulos e teu an anv eus an doueez Io. Evit doare e oa bet anvet a-raok "mor Kronos ha Rea".

Hervez ur vojenn all e oa ur priñs Ionius hag a oa mab d'ar roue Adrias eus Illyria a roas e anv da Vro Adria.

Lavaret e vez ivez e oa Ionius mab da Dyrrhachus, eus kêr Dyrrhachium (gwechall Epidamnos) (hiziv Durrës). Pa voe Dyrrhachus o klask stourm ouzh e vreudeur e voe sikouret gant Herakles, met e-doug an emgann e voe lazhet mab ar roue gant an haroz meur, dre fazi. Taolet e voe korf ar priñs er mor, a voe anvet ar Mor Ionian diwar-se.

Lec'hioù en-dro d'ar Mor Ionian Aozañ

Plegoù-mor, ha strizhoù-mor Aozañ