Inizi Ionian

Un enezeg eo an Inizi Ionian, seizh enez vras enni, er Mor Ionian, etre Bro-Hellaz hag Italia. Heptanesos (Ar Seizh Enez) a vez graet anezho ivez.

Enezeg an Inizi ionian e gwalarn Gres

E kornôg Bro-C'hres emaint, dirak Peloponnesos, e Kornôg Makedonia hag e mervent Albania. Er rannvro velestradurel (periferia hervez ar stumm gresianek) n'eus nemet peder enez : Kerkira, Kefalonia, Lefkada ha Zante.

P'emañ en ur lec'h strategel-kenañ e-tal toull Mor Adria ez eo tremenet an enezeg dindan beli meur a impalaeriezh, hini an impalaeriezh roman, hini Bizantion, hini roueed norman Sikilia, hini Republik Venezia, hini ar Republik c'hall, hini Rusia asambles gant an Impalaeriezh otoman, hini "impalaeriezh c'hall" Napoléon Bonaparte, hini Breizh-Veur a-raok bezañ tennet diouzh krabanoù ar Saozon gant ar brezel o deus renet ar C'hresianed evit he adtapout e 1864.

Fonnus eo ar struzh (koadegoù), dre m'eo dous ha gleb a-walc'h an hin.

Listenn an inizi eus an hanternoz d'ar c'hreisteizAozañ

A-wechoù e lakaer Kythera da enez ionian: ent istorel e oa enni met e Mor Egea emañ.

IstorAozañ

Henc'hresAozañ

En Odysseia savet gant Homeros war-dro penn ar milved kent Jezuz-Krist ez eo kontet an hir a veaj graet gant Ulises, roue Itaka evit adkavout e vro c'henidik, e wreg Penelope, e balez hag e vri.

E 31 kent JK e c'hounezas an impalaer roman Oktav emgann Actium, a-enep Marcus Antonius, e-kichen enezenn Lefkada.

Impalaeriezh roman ar ReterAozañ

Rouantelezh norman SikiliaAozañ

Republik VeneziaAozañ

Gres modern : Republik ar Seizh-Enez pe Republik HeptanesosAozañ

Gwelout ivezAozañ

Liammoù diavaezAozañ