Paksos, pe Paksi pe Paksoi (Παξούς, Παξοί pe Παξί e gresianeg), zo unan eus an Inizi Ionian, er c'hreisteiz da Gorfou. 2,5 km er c'hreisteiz dezhi emañ Antipaksos, un enezennig n'eus ket 50 a dud o chom enni.

Paksos eo an enezennig e ruz war ar gartenn
Porzh Gaios

Enez Paksos

kemmañ

10 km hed dezhi, 2 km ledander war-dro peurvuiañ, ur gorread 19 km². 248 m an dosenn uhelañ.

An hanter eus an 3000 annezad a zo o chom e Gaios, ar pennlec'h er mervent anezhi. Dirak ar porzh bihan-se e weler div enezennig: Panaghia hag Agios Nikolaos.

Mojennoù

kemmañ

An doue Poseidon eo en deus dispartiet Paksos diouzh Korfou gant e forc'h tridantek, evit karout e wreg Amfitrit en ur neizhig klet ha sioul.