Amfitrite

(Adkaset eus Amfitrit)

Amfitrite (Άμφιτρίτη, Amphitrítê, e gregach) e oa gwreg Poseidon, doue ar mor e relijion Hellaz kozh. Merc'h e oa da Nereüs ha Doris.

Neptun hag Amfitrit, livet gant un arzour izelvroat eus ar XVIvet kantved, Jacob de Gheyn II.

Mojenn

kemmañ

Gant he c'hoarezed Nereidezed edo o c'hoari war an aod pa voe sachet warni selloù Poseidon, m'en doe an doue c'hoant anezhi. Ha hi kuit da guzhat, ha da glask repu da-gichen Atlas, er penn all d'ar bed ha d'ar mor. Met skrapet e voe gant un delfin, ha roet da Boseidon. War-lerc'h se e voe mamm da Driton.

Skridoù

kemmañ

N'eus meneg ebet eus Amfitrite en Ilias. Hervez an Odysseia ez eo un doueez eus ar mor hag a ren war ar morviled, hogen anv ebet eus he darempred gant Poseidon.
Anv anezhi zo ivez en Himn homerek da Apollon Delios (savet war-dro 700 kent JK) hag unan eus an doueezed a aozas ganedigezh an doue-se a-enep da ali Hera. Hervez ar pseudo-Apollodoros, e vije koshoc'h c'hoazh, ha lakaet eo gantañ e-touez an Okeanidezed.

Kentañ meneg eus he darempred gant Poseidon a gaver e Theogonia Hesiodos hag ivez eus he mab Triton.