Republik ar Seizh-Enez

Republik ar Seizh Enez a voe krouet er bloaz 1800 e 7 eus an Inizi Ionian, etre Bro-Hellaz hag Italia, a oa bet e dalc'h Republik Venezia, hag a oa bet kemeret gant ar C'hallaoued e 1797.

Republik ar Seizh-Enez e 1801

Met n'eo ket gant ar Republik c'hall e voe krouet Republik ar Seizh Enez.

An anv

kemmañ
  • Republik an Inizi Ionian a vez graet anezhi ivez, met ouzhpenn inizi ionian a oa e-barzh, pa oa ivez an inizi a oa e departamant gall ar Mer-Égée, er Mor Egea, pa oa stag an departamant ouzh Bro-C'hall.
  • The Septinsular Republic a vez lavaret e saozneg; Επτάνησος Πολιτεία, e gresianeg; Repubblica Settinsulare en italianeg.
  • E 1797, war-lerc'h feur-emglev Campo-Formio etre Bro-C'hall hag Aostria, e oa bet Bro-C'hall o lakaat he c'hrabanoù warne, hag e voe graet tri departamant anezho (gwelout: Listenn an departamantoù gall e Gres).
  • D'an 2 a viz Ebrel 1800 e voe savet "Republik ar Seizh Enez", dindan evezh ha gwarez Rusia hag an Impalaeriezh otoman.
  • D'an 20 a viz Gouhere 1807, e voe roet an inizi gant Rusia da Vro-C'hall, ha staget ouzh ar Provinces illyriennes, proviñsoù aloubet gant ar C'hallaoued en Iliria.
  • E 1809 e voe kemeret an inizi gant ar Saozon. Gant feur-emglev Pariz, sinet d'an 20 a viz Du 1815, e voent fiziet enno en-ofisiel. Ganto e veze graet neuze gant ar gerioù United States of Ionia. Ur Vammlezenn a voe savet.

Ur Sened a voe eus 1799 da 1864. D'an 21 a viz Mae 1864 e voe echu gant ar Sened pa voe roet an inizi da roue Gres gant ar Saozon, ha staget e voent ouzh ar rouantelezh d'an 2 a viz Mezheven.

Seizh enezenn ar republik a oa anezho:

Levrioù

kemmañ
  • Gallant, Thomas W., Experiencing dominion. Culture, identity, and power in the British Mediterranean, Notre Dame (Indiana) 2002.
  • Gekas, Sakis, Business Culture and Entrepreneurship in the Ionian Islands under British Rule, 1815-1864. London 2005.
  • Papadopoulos, Christos K., Die Ionischen Inseln von der Venezianerherrschaft bis zum Wiener Kongress. Eine völkerrechtliche Analyse unter dem Aspekt der Staatensukzession. (=Juristische Schriftenreihe. 209). Münster & London 2003. ISBN 3825865916
  • Wrigley, W. David, The diplomatic significance of Ionian neutrality during the era of the Greek revolution, 1821-31. Diss. Oxford 1984.

Gwelout ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ