Mor Jawa
Mor Jawa pe Mor Java (Laut Jawa en indonezeg) zo ur mor bihan war harzoù Meurvor Indez hag ar Meurvor Habask, a c'holo ur gorread a 310 000 km2.
Stummet e oa bet da vare ar skornerezh diwezhañ pa savas kondon ar morioù. Bas a-walc'h eo ar mor-se (67 metr d'ar muiañ).
En em astenn a ra etre inizi Borneo en norzh, Jawa er su, Sumatera er c'hornôg ha Sulawesi er reter. Dre strizh-mor Karimata etre Sumatera ha Borneo, er gwalarn, emañ e darempred gant Mor Sina ar Su; dre strizh-mor Sunda etre Sumatrra ha Jawa, er gevred, eo liammet ouzh Meurvor Indez; dre strizh-mor Makassar etre Borneo ha Sulawesi, en norzh, emañ e darempred gant Mor Sulawesi. Er reter da Vor Jawa emañ Mor Flores, hag er gevred emañ Mor Bali.
Bras eo pouez ar pesketaerezh e Mor Jawa rak gwall beskedus eo. Meur a bark natur zo bet savet en arvor, evel en enezeg Karimunjawa, hag e-leizh a douristed a zeu di da arvestiñ ouzh ar vuhez dindan vor (koural, spoue...).
Etre miz C'hwevrer ha miz Meurzh 1942 e c'hoarvezas eno Emgann Mor Jawa, unan eus an emgannoù taerañ war vor e-pad an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe listri eus an Izelvroioù, ar Rouantelezh Unanet, Aostralia ha Stadoù Unanet Amerika gant morlu Japan a oa o tagañ Jawa.