Mor Labrador
mor
Mor Labrador (Labrador Sea e saozneg, mer du Labrador e galleg) zo ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel hag en em led etre ledenez Labrador, e Kanada, ha Greunland. Betek 3 000 m donder a dap. En norzh eo dispartiet diouzh Bae Baffin gant Strizh-mor Davis, war-dro al ledredenn 60°N. Er gevred eo bevennet Mor Labrador gant ul linenn hag en em astenn eus kab St Francis en Douar-Nevez betek kab Farvel e su Greunland.