Moravo-Silezia

Moravo-Silezia (Moravské Slezsko pe České Slezsko e tchekeg) eo bihanañ rannvro ar Republik Tchek. Chomet e oa e dalc'h an Habsbourged pa gouezhas lodenn vrasañ Silezia da Brusia e 1742. Österreichisch-Schlesien ("Silezia Aostrian") a veze graet eus ar vro betek 1918. Opava eo he c'hêr-benn istorel. Bremañ eo rannet etre rannvroioù melestradurel Olomoucký ha Moravskoslezský kraj.

Kartenn Moravo-Silezia

E niveradeg 1910 e voe kontet 325 523 (43.90%) a alamanegerien, 235 224 (31.71%) a bolonegerien ha 180 348 (24.33%) a tchekegerien. Hiziv an deiz e vez komzet lac'heg, ur rannyezh eus an tchekeg, gant lod eus annezidi Moravo-Silezia.

Gorread Moravo-Silezia a zo 4 452 km², ha war-dro 1 000 000 a dud a zo o chom eno.

Kêrioù pennañ Moravo-SileziaAozañ

Kêrioù rannet etre rannvroioù:

  • Ostrava, alamaneg: Ostrau (311 000) etre Moravia ha Moravo-Silezia


 
Broioù istorel e-barzh ar Republik Tchek
 
     
Bohemia Moravia Moravo-Silezia