Morfudd pe Morfudd ferch Urien, pe Morfydd (e saozneg), a oa merc'h Urien Rheged ha Modron, ha c'hoar ar priñs-haroz Owain ab Urien e rouantelezh Rheged en Hanternoz kozh ar Vrezhoned.

Meneg anezhi zo e Trioedd Ynys Prydain (Triadoù Enez Vreizh) hag en danevell Culhwch ac Olwen. Ur garantez divarvel zo savet etre Morfudd ha Cynon fab Clydno, unan eus brezelourien Arthur hervez ar vojenn a zamweler en Trioedd, pezh a ziskouez e oa ur gontadenn-bobl diwar-benn an daou zen yaouank a oa anavezet er Grennamzer.

Mojenn

kemmañ

Kaoz eus Morfudd hag he breur Owain zo en ur vojenn liammet ouzh Llanferres, e Sir Ddinbych. Tost da Lanferres e oa ur roudour anvet Rhyd-y-gyfarthfa (Roudour an Harzhva) ma teue chas ar vro da harzhal met ne grede den mont di da welout petra a c'hoarveze ken na eas Urien Rheged un deiz da welet, ma kavas ur plac'h o kannañ. Goude dezho c'hoari daou er roudour e lavaras ar plac'h da Urien e oa merc'h da roue Annwn, hag e oa bet kondaonet da gannañ eno ken na he dije ur mab diwar ur c'hristen. Lavarout a reas da Urien dont en-dro a-benn bloaz, ha pa zeuas e kavas anezhi gant daou vugel, Owain ha Morfudd. N'eus roet anv ebet da blac'h ar roudour er vojenn met e-barzh unan eus Trioedd Ynys Prydain (70) eo meneget Owain ab Urien hag e c'hoar Morfudd evel bugale da Modron ferch Afallach.


Levrlennadur

kemmañ
  • Rachel Bromwich (gol.), Trioedd Ynys Prydein (Gwasg Prifysgol Cymru), 1961; argraffiad newydd 1996)
  • Rachel Bromwich a D. Simon Evans (gol.) Culhwch and Olwen: an edition and study of the oldest Arthurian tale (Gwasg Prifysgol Cymru, 1992) ISBN 0-7083-1127-X

Gwelout ivez

kemmañ