Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina
Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina (sinaeg: 中国人民解放军海军) eo skourr morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina, hag a zo nerzhioù milourel Republik Sina ha Strollad Komunour Sina. Mammenn Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina a zo da glask en unvezioù morlu a oa bet o stourm e-pad Brezel diabarzh Sina. Krouet e oa bet ent-ofisiel e miz Gwengolo 1950. Er bloavezhioù 1950 ha 1960, an URSS a sikoure kalz Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina gant kuzulierien morlu hag ezporzhiadur dafar ha teknologiezhioù.
Rann eus | Arme Dieubidigezh Pobl Sina, Structure of the People's Liberation Army Navy |
---|---|
Deiziad krouiñ | 23 Ebr 1949 |
Lealded | Strollad Komunour Sina, Republik Pobl Sina |
Brezel | Brezel diabarzh Sina |
Stad | Republik Pobl Sina |
Item operated | People's Liberation Army Navy fleet |
Betek fin ar bloavezhioù 1980, ar morlu sinaat a oa unan ster hag arvorel dreist-holl. Adal ar bloavezhioù 1990, goude kouezhadenn an URSS, pennoù ar strollad komunour hag ar morlu a oa savet ar c'hoant ganto da vont etrezek ar mor. E 2009 e oa deuet da vezañ ur morlu mor brodadel. A-raok ar bloavezhioù 1990 Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina a oa suj da Douarlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina.
E 2008, ar Jeneral Qian Lihua a embanne e oa c'hoant gant Sina da gaout ur flodad vihan gant douger-nijerezioù en dazont, met gant ur pal emzifenn lec'hel. E 2013, pennoù Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina o deus lakaet war-wel steuñvioù evit gellet mont pelloc'h eus an douaroù sinaat. Dre-se e vez embannet gant arbennigourien an nerzhioù milourel ez eus c'hoant gant Sina da gaout un nerzh morlu difenn hag argadiñ mor.
Pemp skourr a zo da Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina: al listri-spluj, an nerzhioù war-c'horre, an nerzh difenn arvorel, ar bagad Marines ha Servij nijlu Morlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina.
En holl ez eus 255 000 ezel er morlu, 10 000 anezho o vezañ soudarded marines ha 26 000 ezel en nijlu morlu. An eil morlu eo dre ar bed a-fed tonennoù, just goude an US Navy. Bez eo an nerzh brasañ a-fed soudarded e-touez an holl morluioù.