Strollad Komunour Sina

Strollad Komunour Sina (sinaeg simplaet : 中国共产党 ; sinaeg hengounel : 中國共産黨 ; pinyin : Zhōngguó Gòngchǎndǎng) eo ar strollad e penn Republik Pobl Sina (RPS) abaoe 1949. Bez eo ar strollad aotreet nemetañ er vro. Savet e oa bet e 1921, gant Chen Duxiu ha Li Dazhao. Ar strollad en deus brasaet buan adal 1949 ha kemeret en deus plas ar strollad broadelour Kuomintang (KMT) goude Brezel-diabarzh Sina. Ur wech e penn ar vro en deus savet Republik Pobl Sina. Ar strollad a zo mestr war an niver uhelañ a nerzhioù lu er bed, Arme dieubidigezh poblek Sina. An SKS a zo sañset da vezañ diazezet war mennad un demokratelezh kreizennet, ur mennozh deuet a-ziwar ar varksouriezh ha dreist-holl Vladimir Lenin.

Banniel Strollad Komunour Sina
"Strollad Komunour Sina" e sinaek simplaet (a-us) hag hengounel (dindan)
Restr:Mao proclaiming the establishment of the PRC in 1949.jpg
Disklêriadenn Republik Pobl Sina gant Mao Zedong d'ar 1añ a viz Here 1949
18 a viz Kerzu 1949, dibunadenn komunourien Sina evit deiz-ha-bloaz Stalin