Renmin Ribao
Renmin Ribao, pe "Pemdezieg ar Bobl", (sinaeg 人民日报, hanyu pinyin : Rénmín Ribao) zo strollad kazetenniñ brasañ Sina kement hag ar gelaouenn embannet ar muiañ er vro. Kazetenn ofisiel Strollad Komunour Sina eo. Gant tri milion a skouerennoù embannet e 2012, emañ e-touez an 10 kazetenn c'halloudusañ er bed hervez an Unesco.
Ar gazetenn Renmin Ribao a servij da embann komzoù ha selloù eeun gouarnamant komunour Republik Pobl Sina.
Listenn prezidanted ar strolladAozañ
- Zhang Panshi (张磐石)
- Hu Qiaomu (胡乔木)
- Fan Changjiang (范长江)
- Deng Tuo (邓拓)
- Wu Lengxi (吴冷西)
- Chen Boda(陈伯达)
- Hu Jiwei (胡绩伟)
- Qin Chuan (秦川)
- Qian Liren (钱李仁)
- Gao Di (高狄)
- Shao Huaze (邵华泽)
- Bai Keming (白克明)
- Xu Zhongtian (许中田)
- Wang Chen (王晨)
- Zhang Yannong (张研农)
- Yang Zhenwu (杨振武)