Morreder hobregonet
Ar Morreder hobregonet a oa un doare bag vrezel implijet e fin an XIXvet kantved ha betek penn-kentañ an XXvet kantved. Savet e oa bet ar bigi-se evel ar morrederien all evit bezañ oberiant e-pad pell evel lestr brezel e-unan, gouest da drec'hiñ forzh peseurt lestr nemet ar re hobregonet, met kap e oa da dec'hout prim m'en em gavje gant unan.
E-pad degadoù a vloavezhioù, an teknologiezh-mor ne oant ket aet prim war-raok evit reiñ an tu d'ar saverien bigi da gavout un doare bag brezel a vije gant un hobregon kreñv met ivez gant posublded seveniñ kefridioù hir-hent ha gant tizh. Dre-se, e penn kentañ ar bloavezhioù 1880 ha 1890, meur a vorlu o doa kavet gwelloc'h sevel morrederien gwarezet, a oa diazezet war mennad un hobregon skañv evit ar bourzh da wareziñ lodennoù diazez ar vag. Siwazh, e fin ar bloavezhioù 1880, diorroadur an armamant bliv a-fed kanolierezh gant obuzennoù tarzh-uhel o devoa rediet da ouzhpennañ hobregonoù kostez. Ijinadenn an hobregon dirak e beg ar vag e kreiz ar bloavezhioù 1890 en doa krouet un hobregon ampart gant nebeutoc'h a bouez.
Disheñvel e oa ar mentoù hervez ar bigi hag ar broioù. Ar morreder hobregonet a oa disheñvel diouzh ar morreder gant e hobregon skañv tro-dro. Ar c'hentañ morreder hobregonet, bag Morlu Impalaeriezh Rusia ar Jeneral-Amiral, a oa bet lañset e 1873, a oa ur c'hemmesk etre bag dre lien ha keflusker dre aezhenn. Er bloavezhioù 1890, ar morrederien o doa paouezet gant implij ar gouel ha kroget e oant da gaout neuzioù modern.