Much Ado About Nothing (film 1993)
Much Ado About Nothing (brezhoneg: kalz trouz evit netra) zo ur film komedienn ha karantez stadunanat embannet e 1993 ha diazezet war ar pezh c'hoari gant ar memes anv gant William Shakespeare. Kenneth Branagh, a adkemer ar pezh-c'hoari evit sevel ur film hag eñ eo a voe ar filmaozer. Evel aktourien emañ Kenneth Branagh, Emma Thompson, Robert Sean Leonard, Denzel Washington, Michael Keaton, Keanu Reeves, ha Kate Beckinsale evit he roll film kentañ.
Titl | Much Ado About Nothing |
---|---|
Diazezet war | Much Ado About Nothing |
Tachenn | komedienn romantel |
Dezerc’her | Patrick Doyle |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 1993, 2 Gwe 1993 |
Sevener | Kenneth Branagh |
Senarioour | Kenneth Branagh |
Frammer filmoù | Andrew Marcus |
Penn ar sevel kostumioù | Phyllis Dalton |
Sonaozer | Patrick Doyle |
Produer | Kenneth Branagh |
Embregerezh produiñ | BBC Film |
Dasparzher | The Samuel Goldwyn Company, Netflix |
A-ziwar un oberenn gant | William Shakespeare |
Pladenn ar sonerezh | Much Ado About Nothing – Original Motion Picture Soundtrack |
Lec'h an istor | Italia |
Liv | liv |
Notenn ar varnouriezh | 90%, 7.1/10 |
Prizioù resevet | National Board of Review: Top Ten Films |
Dastumad | Museum of Modern Art |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur FSK | FSK 6 |
Renkadur Kijkwijzer | 6 |
Assessment | Test Bechdel |
Renkadur Medierådet | Suitable for a general audience |
Ar film a oa bet embannet d'ar 7 a viz Mae 1993. D'an uhelañ e oa bet skignet war 200 skramm sinema er Stadoù-Unanet Amerika. Rastellet e oa bet 43 milion $ dre ar bed, ar pezh, en desped da vezañ chomet a-dreñv da Romeo ha Juliet gant Franco Zeffirelli, a laka anezhañ da vezañ unan eus ar filmù awenet gant Shakespeare o rastellañ ar muiañ a arc'hant. Kinniget e oa bet ivez e 1993 e Festival filmoù Cannes.