Te gant heiz
(Adkaset eus Mugicha)
Un evaj graet gant heiz rostet eo ar te gant heiz (japaneg: 麦茶 mugicha; koreaneg: 보리차 boricha). Evet e vez dreist-holl e-pad an hañv.
Diwar ar ger cha a zo en anv eo deuet ar ger portugalek cha a vez graet er yezh-se eus an te.
Prientet e vez mugicha dre c'hlec'hiañ heiz rostet ha gallout a reer e servij en-yen pe en-tomm. E Japan e reer gant seierigoù heñvel ouzh ar re a reer ganto da brientiñ an te, ha lakaet e vezont en dour yen e-pad an hañv. E Korea avat, e prienter anezhañ giz gwechall c'hoazh : dre skuilhañ dour tomm war an heiz.
Kafe heiz
kemmañE-pad an daou vrezel-bed, pa ne oa ket a gafe e Breizh, e oa krog an dud da ober ar pezh a veze laret kafe heiz anezhañ, rak un tamm blaz kafe a oa warnañ. En Italia eo anavezet evel caffè d'orzo.