Muhammad Ali
- Evit an dud all anvet Muhammad Ali, gwelet Muhammad Ali (disheñvelout)
Muhammad Ali, bet ganet Cassius Marcellus Clay, Jr. d'ar 17 a viz Genver 1942 e Louisville (Kentucky) hag aet d'an Anaon d'an 3 a viz Even 2016 e Phoenix (Arizona), a oa ur bleukataer amerikan eus ar rummad pounner, e-touez ar re wellañ hag ar re vrudetañ en istor ar sport-se.
Muhammad Ali | |
---|---|
Muhammad Ali e 1967 pa oa 25 bloaz | |
Ganedigezh | Cassius Marcellus Clay, Jr. 17 a viz Genver 1942 Louisville (Kentucky) |
Marv | 3 a viz Even 2016 (74 vloaz) Phoenix (Arizona) |
Broadelezh | Stadunanat |
Ment | 1,91 m |
Hed-brec'h | 1,98 m1 |
Resped | |
Trec'hoù • Dre KO |
56 37 |
Kolloù | 5 |
A-rampo | 0 |
Medalennoù | |
C'hoarioù olimpek | |
1960 Roma | Hanter-bounner2 |
Notennoù | |
1. An hed etre begoù bizied ar vrec'h dehou ha re ar vrec'h kleiz pa vez astennet an divrec'h a-led a bep tu d'ar c'horf ; pouezus eo ar muzul-se e sportoù evel ar bleukata hag ar basketball. 2. Etre 75 ha 81 kg a bouez evit ar bleukata olimpek. |
Brudet e oa ivez evit e stourm evit ar re zu er Stadoù-Unanet hag a-enep Brezel Viêt Nam.
Cheñch a reas e anv e "Muhammad Ali" d'an oad a 22 vloaz, e 1964, p'en doa emezelet e Nation of Islam ; e 1975 e oa aet da sunnit .