Muiris Ó Súilleabháin

Muiris Ó Súilleabháin (distaget [ˈmˠɪɾʲɪʃ oː sˠuːlʲəˈvˠɑːnʲ] en iwerzhoneg ; Maurice O'Sullivan e saozneg) (19 C'hwevrer 190425 Mezheven 1950) a oa ur skrivagner iwerzhonat, brudet e levr eñvorennoù Fiche Blian ag Fás, embannet e 1933 en iwerzhoneg hag e saozneg (gant an titl Twenty Years a' Growing). El levr-se e kont Ó Súilleabháin penaos e oa e vuhez pa oa yaouank war An Blascaod Mór, an enezenn vrasañ en enezeg Na Blascaodaí, dirak aod kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon.

Aspadennoù an ti ma oa Muiris Ó Súilleabháin o vevañ, war An Blascaod Mór.

Genidik eus An Blascaod Mór e oa Ó Súilleabháin, met mont a reas d'an Daingean, war an douar-bras, goude marv e vamm, pa ne oa nemet c'hwec'h miz. Dont a reas en-dro d'an enez pa oa eizh vloaz da chom gant e dad hag e dad-kozh hag ar peurrest eus e familh. George Derwent Thomson, ur yezhour hag a oa aet d'an enez da zeskiñ iwerzhoneg, a vroudas Ó Súilleabháin da skrivañ e eñvorennoù ha da chom en Iwerzhon, kentoc'h eget divroañ da Norzhamerika, evel ma rae kalz tud d'ar mare-se. Labour a gavas Ó Súilleabháin er polis ha skrivañ e eñvorennoù en iwerzhoneg. Embannet e voent, ha troet e voent e saozneg, gant George D. Thomson.

Deuet eo al levr eñvorennoù-se da vezañ unan eus levrioù klasel anavezetañ al lennegezh iwerzhonek, dre ma voe lennet kalz er skolioù abalamour ma oa ur skouer vat eus rannyezh iwerzhonek Cúige Mumhan.