An Obha
(Adkaset eus Mull of Oa)
An Obha (e gouezeleg) pe The Oa pe Mull of Oa (e saozneg) zo ur c'hornad roc'hellek e mervent Ìle hag ur mirva naturel. Aod Iwerzhon (Antrim) a weler en diamen pa vez sklaer an amzer. Un tour zo eno, savet d'an 266 martolod marvet pa voe kaset al lestr Tuscania d'ar strad gant ar morlu alaman e miz C'hwevrer 1918.
E 1830 e oa c'hoazh ur 4 000 den bennak o chom eno, met didudet e voe gant an Highland Clearances.