Multiplikativel (Troad)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad vultiplikativel pe troad liesaat (saoz. multiplicative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ al liesadur ("div wezh, teir gwezh"...)

Implij e yezhoù ar bed

kemmañ

Implijet e vez an droad vultiplikativel en hungareg hag e finneg.

Skouerioù

kemmañ

Meur a implij disheñvel en deus an droad vultiplikativel e finneg, da skouer:

  • Implijet gant un niver e talvez da verkañ an niver a wezhoù ma vez graet un ober bennak:
viisi ("pemp") → viidesti ("pemp gwezh")
kaunis ("kaer") → kauniisti ("en un doare kaer"/"ez-kaer").
  • Talvezout a c'hell ivez da sevel adverbioù diwar un nebeud anvioù-kadarn:
  • leikki ("c'hoari") → leikisti ("en ur c'hoari"/"o vourdañ")
  • Implijet e c'hell bezañ evit kreñvaat ster ur ger gros bennak:
piru ("diaoul") → pirusti