My Bucket's Got a Hole in It
My Bucket's Got a Hole in It zo ur ganaouenn saoznek, bet brudet gant ar c'haner stadunanat Hank Williams e 1949.
Lakaet e vez war gont Clarence Williams, a dapas kaout copyright an oberenn en 1933.
Doare Hank Williams
kemmañKentañ ma voe klevet My Bucket's Got a Hole in It gant Hank Williams e voe kanet gant Rufus Payne, lesanvet "Tee Tot", ar c'haner-straedoù afroamerikan a zeskas dezhañ seniñ blues gant ar gitar[1].
Er skrid Hank Williams: The Original Singles Collection, e 1990, e skriv Colin Escott, o venegiñ komzoù Hank Williams e 1952 :
I was shinin' shoes and sellin' newspapers and following this old Nigrah around to get him to teach me how to play the git-tar. I'd give him 15 cents or whatever I could get ahold of for a lesson.
"Lufrañ botoù ha gwerzhañ kazetennoù a raen hag e vezen da-heul ar morian kozh-se o terc'hel warnañ da zeskiñ din seniñ ar gitar. Me 'm bije roet 15 cents pe forzh petra a c'hallen tapout krog ennañ evit ur gentel."
Levrlennadur
kemmañ- Colin Escott, Hank Williams: The Biography, Back Bay Books, 2004 (ISBN 978-0-316-73497-4)
Notennoù
kemmañ- ↑ David Brackett, Interpreting Popular Music, University of California Press, 2000, p. 98 (ISBN 978-0-520-22541-1)