Myth of Empires

c'hoari video eus 2021

Myth of Empires zo ur c'hoari video liesc'hoarier doare MMO c'hoari trede sell ha strategiezh. Embannet eo bet e miz Du 2021. Tennet e oa bet diouzh ar savenn Steam e miz Kerzu 2021 goude ur galv DMCA gant skipailh sevenerien ar c'hoari ARK: Survival Evolved a embanne e oa bet kopiet ul lodenn eus o c'hod sevel ar c'hoari Ark gant tud Angela Games[1]. Addegemeret eo bet war Steam e miz C'hwevrer 2024.

Myth of Empires
c'hoari video
Deiziad embann18 Du 2021 Kemmañ
DasparzherSteam Kemmañ
SavennMicrosoft Windows Kemmañ
Doare c'hoaric'hoari video liesc'hoarier Kemmañ
Diaz embannembannadur niverel Kemmañ

Tabut seveniñ

kemmañ

Ar sevener c'hoarioù video stadunanat Studio Wildcard hag an embanner sinaat Snail Games, a ra war-dro ar c'hoari Ark: Survival Evolved, o devoa savet klemm hervez an DMCA evit ma vije tennet ar c'hoari Myth of Empires diouzh Steam rak hervezo kod diazez ar c'hoari e oa o hini.

Hervez testenn ar c'hlemm gant studio Angela Game, krouer ar c'hoari Myth of Empires, ha savet d'an nebeutañ gant un implijiad kozh eus Snail Games Sina, hag en doa bet gwelet kod diazez Ark a oa bet o kopiañ kantadoù a lodennoù anezhañ. E miz Here 2023 goude daou vloaz stourm el lezioù-barn, Angela Games a voe kavet kablus eus laerezh danvez preder perc'hennet gant Snail Games. Kavet e oa bet un emglev etre an daou du ha soñjet adlañsañ ar c'hoari e stumm 1.0. Addegemeret eo bet war Steam e miz C'hwevrer 2024 ha Snail Games a zo deuet da vezañ embanner nevez ar c'hoari[2].

Ouzhpennadurioù DLC

kemmañ
  • Myth of Empires - Dongzhou Map : ur gartenn ouzhpenn evit ar c'hoari.
  • Myth of Empires - Musical Instruments Pack : ouzhpennañ a ra rekipeoù a-benn sevel dek benveg sonerezh hengounel.
  • Myth of Empires - Royal Carriages Pack : ouzhpennadur a-benn sevel kirri roueel.
  • Myth of Empires - Hellenic Civilization Pack : a ro tu da gaout savadurioù hag hobregonoù eus Henc'hres (ar c'hoarier a zo ret dezhañ bezañ live 50 evit gellet implij ar rekipeoù nevez).
  • The Persian Civilization DLC : da vezañ embannet e 2024, un ouzhpennadur gant tem Persia (savadurioù, armoù, hobregonoù...) hag ur gartenn nevez e rannvroioù kornôg.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ