Steam

savenn embann oberennoù niverennel

Steam zo ur savenn niverel dre Internet savet gant Valve Corporation evit embann, brudañ ha diwall gwirioù ar c'hoarioù video a vez war Steam.

Steam
video game distribution platform
Deiziad krouiñ12 Gwe 2003 Kemmañ
ImplijDigital rights management Kemmañ
AnvSteam Kemmañ
DiazezerValve Corporation Kemmañ
Perc'hennet gantValve Corporation Kemmañ
Krouet gantValve Corporation Kemmañ
Deiziad embann12 Gwe 2003 Kemmañ
AmlederMicrosoft Store, Google Play, App Store, Valve Corporation Kemmañ
DiorroerValve Corporation Kemmañ
SavennAndroid, Microsoft Windows, Unix-like operating system Kemmañ
Diaz embannpellkargañ niverel Kemmañ
Lavar programiñC++, Java, Objective-C Kemmañ
Software version identifier1.0.0.79 Kemmañ
Checksum. Kemmañ
Public key fingerprintBA18 16EF 8E75 005F CF5E 27A1 F24A EA9F B054 98B7 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://store.steampowered.com Kemmañ
Privacy policy URLhttps://store.steampowered.com/privacy_agreement/ Kemmañ
Aotre-implijoutproprietary license Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourcopyrighted Kemmañ
App Store age rating12+ Kemmañ
Maintains linking toMetacritic Kemmañ
Search formatter URLhttps://store.steampowered.com/search/?term=$1 Kemmañ

Steam a ro an tu d'an implijerien da brenañ c'hoarioù, da enkargañ danvez evito, d'o hizivaat war meur a urzhiataer war an dro, da verañ kevredigezh ar c'hoarierien (listennoù kamaladed, foromoù...), an enrolladennoù war cloud, ha da verañ an darempredoù dre dkrid ha dre gomz etre ar c'hoarierien e-pad ar c'hrogadoù.

Galloudusañ savenn c'hoarioù video enlinenn er bed eo Steam, betek 10 milion a c'hoarierien a zo bet luget war un dro[1] ; e gwirionez, 11 625 415 milion a c'hoarierien luget kempred eo an niver uhelañ betek-henn[2].

Gwerzhañ c'hoarioù video kemmañ

E miz C'hwevrer 2015 e oa muioc'h evit 125 milion ezel d'ar savenn hag ur roll uheloc'h evit 5 000 c'hoari video disheñvel da brenañ[3].

Pilwerzhioù

Daou stumm pilwerzhioù a vez alies war Steam.

  • Bep sizhun ha bep dibenn sizhun[4] e vez lakaet un nebeud titloù e gwerzh, tri dre vras.
  • Pilwerzhioù a vez da vare Nedeleg, ar bloavezh nevez Sinaat, Halloween hag all.
 
Ur gartenn da brofañ gant un dalvoudegezh a 20$

An tu a zo da brenañ war ar savenn end eeun c'hoarioù. Da brenañ evitañ e-unan pe da brofañ. Ouzhpenn da-se e vez tu prenañ kartennoù gnat ur sammad arc'hant da vezañ dispignet war ar savenn.

Steam ha Humble Bundle kemmañ

An embregerezh Humble Bundle a labour skoaz-ha-skoaz gant ar savenn niverel Steam, pa ne vez gwerzhet an dastumadoù c'hoarioù video e stumm Humble Bundles nemet dre godoù da lakaat da dalvezout war Steam.

Binvoù kemmañ

Meur a venveg zo bet staliet gant Steam evit degemer ar c'hoarierien ha desachañ reoù nevez.

Steam Cloud

Steam Cloud zo ur benveg da saveteiñ en-linenn darvoudoù c'hoarioù video war kreizennoù dafaria Valve, ouzhpenn da vezañ savetaet war urzhiataer ar c'hoarier pe ar pratik. Reiñ a ra an tu d'an implijer da saveteiñ e arventennoù : kempennadur an douchennaoueg, pe c'hoazh (ha dreist-holl) saveteiñ pazennadoù ar c'hrogadoù c'hoarioù video. Pa gemerer urzhiataer dre sikour Steam Cloud e c'heller adkavout digudenn an holl arventennoù.

Evel-just ez eo difennet dont da Steam Cloud hep kaout anv ha ger-kuzh ar c'hoarier. Ar c'hoarioù video a c'hell implijoù Steam Cloud zo merket gant un arlun vihan, hini ur goumoulenn.

Steamworks kemmañ

 
Logo Unreal Engine

Steamworks zo un hollad etrefas programmiñ evit ar saverien c'hoarioù video hag a fell dezho ouzhpennañ arc'hweloù Steam, evel ar perzhioù, ar c'hlask kreizennoù dafaria liesc'hoarierien, ar poellad enep trucherezh, ar poellad merañ ar gwririoù niverel, ar Steam Cloud pe an enkargañ ouzhpennadurioù diret.

Reiñ a ra an tu da enframmañ ur c'hoari war Steam hep bezañ rediet da adsevel an holl arc'hweloù-se ; ouzhpenn da se ez eo dedennusoc'h d'ar c'hoarierien prenañ ur c'hoari hegerzh d'an holl arc'hweloù Steam. Darn eus ar c'hoarioù hag a implij Steamworks zo gwerzhet war Steam nemetken, met an holl c'hoarioù a zo e gwerzh war Steam ne implijont ket Steamworks dre ret : gallout a reont zoken implijout o arc'hweloù evit mererezh ar gwirioù niverel pe c'hoazh implijout o savadenn merañ ar c'hoarioù ha c'hoarierien evel Games for Windows Live da skouer.

Steamworks zo bet degemeret gant un toullad saverien c'hoarioù video evel Infinity Ward, The Creative Assembly. Epic Games, ar studio brudet, en deus kendeuzet Steamworks gant e lusker c'hoarioù video, an Unreal Engine.

Un diaz eskemmoù sokial kemmañ

 
Aelad Steam ur c'hoarier
dre listenn e c'hoarioù
C'hoarierien voutin

Steam zo ivez un diaz evit an eskemmoù sokial enlinenn, rak ar c'hoarierien a c'hell kas goulennoù evit bezañ kamaladed war ar savenn. Dre-se e c'hellont eskemm dre gomz pe dre skrid, keñveriañ o foentoù, an trec'hioù hag all.

Renkoù

Renkoù zo tu da dizhout hervez meur a zarvoud kemeret e kont gant ar savenn Steam.

  • Ar gozhni war ar savenn (1 poent bep bloaz hervez deiz-ha-bloaz an enskrivadur).
  • An niver a c'hoarioù perc'hennet.
Tud vrudet

Lod tud brudet e bed ar c'hoarioù video pe e lec'h all a implij ar savenn Steam evit eskemm ha brudañ o buhez. Lod hackers[5] o deus bet taget ar c'hontoù-se evit laerezh ditouroù diwar-benn an dud[6]

Liammoù diavez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.