Valve Corporation
Valve Corporation | |
---|---|
![]() |
![]() |
Valve Corporation | |
Krouidigezh | 24 a viz Eost 1996 e Kirkland, Washington, Stadoù-Unanet Amerika |
Padelezh | 1996 - Bremañ |
Doare | Studio Embanner |
Lec'h pennañ | Bellevue, Washington, Stadoù-Unanet Amerika |
Bro | ![]() |
Pennoù | Gabe Newell Mike Harrington |
Izili | 330 (2013) |
C'hoarioù pennañ | |
Oberennoù niverennel pennañ | Steam (Savenn niverennel) SteamOS Source (Lusker grafik) |
Lec'hienn internet | http://www.valvesoftware.com/ |
kemmañ ![]() |
Valve Corporation (lesanvet Valve Software, berraet alies e Valve) zo ur studio sevel c'hoarioù video hag un embanner niverel stadunanat savet d'ar 24 a viz Eost 1996 e Kirkland, Washington ha lec'hiet bremañ e Bellevue, Washington, Stadoù-Unanet Amerika.
Ur skourr zo e Luxembourg evit Europa, anvet, Valve S.a.r.l., ha digoret e 2012. Savet e oa bet Valve e 1996 dindan an anv Valve L.L.C. gant Gabe Newell ha Mike Harrington, daou implijad e Microsoft.
Gant an embregerezh e oa bet savet an heuliadoù c'hoarioù brudet-mat Half-Life, Counter-Strike, 'Portal, Day of Defeat, Team Fortress, Left 4 Dead ha Dota.
Gant Valve ivez e oa bet savet ul lusker grafik anvet Source a servij da zarn eus e c'hoarioù. Anavezet eo ivez ar studio evit bezañ bet krouet ar savenn niverel Steam, a zegasas ar Steam Machine, un heuliad c'hoarioù video evit an urzhiataer a ya en-dro dre SteamOS.
Krouidigezh ar studioAozañ
Valve a oa bet savet gant daou implijiad kozh d'an embregerezh Microsoft, Gabe Newell ha Mike Harrington, d'ar 24 a viz Eost 1996 gant an anv Valve L.L.C., lec'hiet e oa e Kirkland, Washington. Ur wech savet gant ar stumm incorporation e miz Ebrel 2003 e fiñvas an embregerezh etrezek Bellevue, Washington, ar memes kêr ma oa lec'hiet o embanne rkentañ, Sierra On-Line, Inc.