Half-Life zo ur c'hoari video First-person shooter, sevenet gant Valve Corporation hag embannet gant Sierra d'an 19 a viz Du 1998 war Microsoft Windows. Goude e voe embannet dre ar savenn Steam adalek 2003. Savet ez eus bet ur stumm war Mac ha Linux e Genver 2013. Ar c'hoari a implij al lusker video kemmet Quake engine, anvet GoldSrc. Gallout a reer kavout ar c'hoari war ar PlayStation 2 abaoe ar 15 a viz Du 2001.

Half-Life
c'hoari video
TitlHalf-Life Kemmañ
Anvet diwarhalf-life Kemmañ
Labour da-heulHalf-Life: Source, Cry of Fear Kemmañ
HeuliadHalf-Life Kemmañ
Heuliet gantHalf-Life 2 Kemmañ
Tachennfirst-person shooter, science fiction video game Kemmañ
Ti-embannSierra Entertainment, Valve Corporation Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Deiziad embann19 Du 1998, 11 Du 2001, 14 C'hwe 2013 Kemmañ
SenarioourMarc Laidlaw Kemmañ
SonaozerKelly Bailey Kemmañ
AmlederSteam Kemmañ
Set in periodBloavezhioù 2000 Kemmañ
Lec'h an istorBlack Mesa Research Facility, Xen Kemmañ
Review score96/100 Kemmañ
Hollved faltaziekHalf-Life / Portal universe Kemmañ
TudennoùGordon Freeman Kemmañ
DiorroerValve Corporation Kemmañ
SavennLinux, PlayStation 2, Microsoft Windows, OS X Kemmañ
Software engineGoldSrc Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier, C'hoari video unc'hoarier Kemmañ
Input devicetouchennaoueg, logodenn, gamepad Kemmañ
Diaz embannCD, embannadur niverel Kemmañ
CERO ratingCERO D Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
PEGI ratingPEGI 16 Kemmañ
Renkadur USKUSK 16, USK 18 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://half-life.com/ Kemmañ
Logo ar c'hoari ul lambda orañjez

Kentañ lodenn an heuliad c'hoarioù video Half-Life eo. Ar c'hoarier a zo an doktor Gordon Freeman, nevez diplomet, goude taolioù-arnod c'hwitet rediet e vez da dalañ ouzh un aloubadeg boudoù estren egorel kement hag a-enep bagadoù soudarded kaset gant ar gouarnamant evit kuzhañ al lec'h-arnod dre e zistrujañ.

Ur sell war ar c'hoari Half-Life

Pa voe embannet ar c'hoari e voe degemret mat gant ar vurutelennerien, dreist-holl dre al lodennoù film-c'hoari hag a oa evel ur film gwirion. Un 50 bennak a brizioù a zo bet o enoriñ Half-Life betek tizhout hini gwellañ c'hoari ar bloavezh e 1998 ha 1999. Half-Life en deus bet awenet kalz bet ar c'hoarioù video doare FPS. Abaoe e embannadur ez eo gwelet evel unan eus ar c'hoarioù video pennañ bet savet. Gant ouzhpenn 8 milion kopienn gwerzhet, Half-Life a zo deuet da vezañ ur best-seller war urzhiataer. Ar frañchiz Half-Life a zo bet gwerzhet 15 milion skouerenn c'hoari ganti.

Logo lec'h ar c'hoari al labourva Black Mesa