Nós-Unidade Popular

(Adkaset eus Nós-UP)

Nós-Unidade Popular a zo un aozadur politikel marksour galizek a stourm evit dizalc'hded Galiza.

Krouet eo bet evel talbenn unvan Assembleia da Mocidade Independetista (AMI) ha Primeira Linha, daoust ha m'eo aet kuit dibaoe meur a ezel eus AMI.

N'en deus an aozadur-se dilennad ebet. En em kinnig a rejont e 2004 evit an dilennadegoù da barlamant Europa pa oa bet tapet gante 1.331 vot e Galiza (0,12%; 2516 mouezh e Stad Spagn a-bezh). Evit dilennadegoù broadel Galiza (eleccións autonómicas) 2005 ez eas 1.749 vot gante (0,1%).

Embannet e vez gante ar gelaouenn Voz Própria ("Hon mouezh hon-unan"). E touesk o fennoù e c'heller menegiñ Carlos Morais. Implij a reont an doare skritur ''reintegracionista''.

Liammoù o deus gant Emgann e Breizh.


Liammoù diavaez

kemmañ

Lec'hienn Nós-Unidade Popular