NCIS : Los Angeles a zo ur stirad skinwel amerikan krouet gant Shane Brennan. Un daoladenn da NCIS eo. Seizh koulzad, 158 rann a 42 vunutenn pep hini, a zo bet savet betek bremañ. Skignet eo bet da gentañ war rouedad CBS en SUA adalek an 22 a viz Gwengolo 2009 ha war hini Global e Kanada.

E Frañs ez eo bet skignet adalek an 12 a viz Meurzh 2010 war M6.

Kontañ a ra avanturioù izili an "Office of Special Projectd" (OPS) ur rann eus an NCIS diazezet e Los Angeles ha arbennik war obererezhioù "ensilet" luziet ha dañjerus-kenañ.

Tudennoù hag aktourien

kemmañ