Narcos zo ur stirad skinwel stadunanat krouet gant Chris Brancato, Carlo Bernard ha Doug Miro ha sevenet gant José Padilha. Lakaet eo bet enlinenn war Netflix adalek an 28 a viz Eost 2015.

Narcos
stirad skinwel
TitlNarcos Kemmañ
Heuliet gantNarcos: Mexico Kemmañ
Tachenndrama television series, telenarconovela Kemmañ
Krouet gantChris Brancato Kemmañ
Skigner orinNetflix Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg, spagnoleg Kemmañ
Deiziad kregiñ28 Eos 2015 Kemmañ
Deiziad echuiñ1 Gwe 2017 Kemmañ
SevenerJosé Padilha Kemmañ
SonaozerPedro Bromfman Kemmañ
Embregerezh produiñGaumont International Television Kemmañ
DasparzherNetflix Kemmañ
Tem sonerezhTuyo Kemmañ
Pladenn ar sonerezhNarcos – A Netflix Original Series Soundtrack Kemmañ
Mare an oberennBloavezhioù 1980, Bloavezhioù 1990 Kemmañ
Lec'h an istorKolombia, Bogotá, Medellín, Cali Kemmañ
Lec'h filmañBogotá Kemmañ
Aspect ratio (W:H)16:9 Kemmañ
Bet kinniget evitBritish Academy Television Award for Best International Programme Kemmañ
Roll ar rannoùlist of Narcos episodes Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.netflix.com/title/80025172 Kemmañ

E Kolombia e c'hoarvez an istor. Kontañ a ra an daou goulzad kentañ penaos e oa hetaet an narkotrafiker Pablo Escobar ha kartell Medellín a-bezh gant an DEA, an aozadur stadunanat karget da lakaat al lezenn a-enep an drammoù da dalvezout. En trede koulzad ez eus anv eus penaos en em zaskor ur c'hartell all, hini Cali.

Koulzadoù 1 ha 2

kemmañ

E fin ar bloavezhioù 1970 e sav ur brezel digounnar etre SUA ha Kolombia, hag ar c'hartell dramm e Medellín. Steve Murphy, ur gwazour yaouank eus an DEA, a ra e seizh gwellañ evit lakaat Pablo Escobar hag e baotred da gouezhañ, daoust da bolis ar vro bezañ goubrenet. Mesket eo ar stourm-mañ gant reoù all gant SUA, a-enep ar gomunouriezh ha lazioù politikel all.

Koulzad 3

kemmañ

Anvet eo bet ar gwazour Peña e penn an DEA e Kolombia goude berzh afer Escobar. E-keit-se eo deuet kartell Cali da vezañ e penn marc'had ar c'hokain. En em silet eo e-touez pennoù bras ar vro. Fellout a ra dezhañ sturiañ e aferioù war-du obererezhioù lezennel en ur gontañ war e zanvez bras berniet dre an trafikerezh dramm. Kregiñ a ra da gevraouiñ e zaskor gant ar gouarnamant kolombian.

Aktourien

kemmañ
Aktour/Aktourez Roll Niverenn a rann Hollad
S1 S2 S3
Pedro Pascal Javier Peña 10 10 10 30
Wagner Moura Pablo Escobar 10 10 20
Boyd Holbrook Steve Murphy 10 10 20
Alberto Ammann Pacho Herrera 4 7 9 20
Paulina Gaitan Tata Escobar 9 10 19
Jorge Monterrosa Trujillo 7 10 1 18
Damián Alcázar Gilberto Rodríguez Orejuela 7 10 17
Francisco Denis Miguel Rodriguez Orejuela 7 10 17
Raul Mendez César Gaviria 7 10 17
Juan Sebastian Calero Navegante 4 3 17
Paulina García Hermilda Gaviria 7 8 15
Diego Cataño La Quica 7 8 15
Joanna Christie Connie Murphy 10 4 14
Maurice Compte Horacio Carrillo 9 2 11
Stephanie Sigman Valeria Velez 6 5 11
Juan Pablo Raba Gustavo Gaviria 8 2 10
Matias Varela Jorge Salcedo 10 10
Arturo Castro David Rodriguez 10 10
Manolo Cardona Edouardo Sandoval 6 4 10
Leynar Gomez Limon 10 10
Andrea Londo Maria Salazar 10 10
Taliana Vargas Paola Salcedo 10 10
Mauricio Cujar Don Berna 8 2 10
Pepe Rapazote Chepe Santacruz Londono 9 9
Michael Stahl-David Chris Feistl 9 9
Matt Whelan Daniel Van Ness 9 9
Jorge A. Jimenez Poison 8 1 9
Eric Lange Bill Stechner 5 4 9
Juan Pabo Shuck Colonel Martinez 6 3 9
Andon : RS Doublage

Kenderc'hadur

kemmañ

Diorroadur

kemmañ

Embannet eo bet ar stirad e miz Ebrel 2014 evel ur c'hevelerezh etre Netflix ha Gaumont International Television[8]. Skrivet eo gant Chris Brancato ha produet gant José Padilha, e-touez tud all, hag a aoz an daou rann kentañ.

Ar Brazilian Wagner Moura zo en em staliet e Kolombia c'hwec'h miz a-raok treiñ an heuliadenn evit sankañ an aergelc'h en e benn ha deskiñ spagnoleg na ouie tamm ebet a-raok[9]. Kemeret en deus 20 kilo evit tostaat da gorfegezh Pablo Escobar[10],[11].

E Kolombia eo bet troet an holl rannoù, dreist-holl e Bogotá ha Medellín[12].

D'ar 6 a viz Gwengolo 2016 eo bet divizet kenderc'hel gant ar stirad gant ar c'houlzadoù 3 ha 4[13].

Rannoù

kemmañ

Koulzad kentañ (2015)

kemmañ
  1. Tomber (Descenso)
  2. L'Épée de Simón Bolívar (The Sword of Simón Bolívar)
  3. L'Éternelle Clique (The Men of Always)
  4. Le Palais en Feu (The Palace in Flames)
  5. Il y aura un avenir (There Will Be a Future)
  6. Explosifs (Explosivos)
  7. Le Sang Coulera Toujours (You Will Cry Tears of Blood)
  8. L'Effroyable Imposture (La Gran Mentira)
  9. La Cathédrale (La Catedral)
  10. Décollage (Despegue)

Eil koulzad (2016)

kemmañ
  1. Enfin Libre (Free at Last)
  2. Cambalache (Cambalache)
  3. L'Homme de Madrid (Our Man in Madrid)
  4. Le Bon, la Brute et le Cadavre (The Good, the Bad and the Dead)
  5. Les Ennemis de mon ennemi (The Enemies of my Enemy)
  6. Los Pepes (Los Pepes)
  7. Allemagne, 1993 (Deutschland 93)
  8. L'Évasion d'El Patrón (Exit El Patrón)
  9. Nuestra Finca (Nuestra Finca)
  10. ¡Al Fin Cayó! (¡Al Fin Cayó!)

Trede koulzad (2017)

kemmañ
  1. La Stratégie du Parrain (The Kingpin Strategy)
  2. Le KGB de Cali (The Cali KGB)
  3. Suivez l'Argent (Follow the Money)
  4. Échec et Mat (Checkmate)
  5. MRO (MRO)
  6. Les Meilleurs Plans (Best Laid Plans)
  7. Sin Salida (Sin Salida)
  8. Convivir (Convivir)
  9. Todos Los Hombres del Presidente (Todos Los Hombres del Presidente)
  10. Retour à Cali (Going Back to Cali)

Pevarvet koulzad (2018)

kemmañ

N'eo ket deuet er-maezh c'hoazh.

An istor gwir

kemmañ

Awenet eo bet Narcos gant fedoù gwerc'hel hag a denn da stourm an DEA hag an aotrouniezh golombian a-enep narkotrafiker brudetañ an istor, Pablo Escobar.

Gwazourien an DEA Steve Murphy ha Javier Peña a zo bet anezho[14],[15]. Boyd Holbrook ha Pedro Pascal hag a zezerc'h o rolloù ouzh ar skramm o deus tremenet un devezh ganto e kreizenn stummañ an DEA[16]. Ganto eo bet kuzuliet ar senarioourien diwar-benn kronologiezh ar fedoù hag un bern munudoù. Hervez Javier Peña e oa kaoz eus displegañ « ar gaou, ar goubrenerezh, ar reizh, ar garantez...» hag a zo bet anneuenn buhez Pablo Escobar hag e ziboufañ[17],[18].

Lakaet eo bet diellskeudennoù en e seveniñ gant José Padilha evit tennañ d'an hirañ d'ar fedoù anavezet[19]. Evel-henn e c'haller gwelout er rann 4 Luis Carlos Galán o kabaliñ e-pad dilennadegoù ar prezidant ha bezañ a-du gant dazbroañ an narkotrafikerien d'ar Stadoù-Unanet, nijadenn war tiez ha domanioù diniver Pablo Escobar, ur foto eus Escobar o kargañ dramm war tarmak Nicaragua trema ar Stadoù-Unanet, ar prezidant Ronald Reagan o tiskuliañ endrezadur sandinourien Nicaragua e trafikerezh an dramm, an arme golombian o kemer a-daol-nerzh al labourvaoù kuzh e-kreizh ar janglenn hag arsailh palez ar justis Bogota gant kerc'hvellourien an M-19 hag a vije bet pellvleinet gant Pablo Escobar e stern ar stourm a-enep an dazbroadurioù.

Yezhoù

kemmañ

Dibabet e oa gant Netflix lakaat ar Golombianed da gomz e spagnoleg kenetrezo daoust d'ar publik amerikan kaout erez ouzh an istitloù. Dre se e klask Netflix gounit marc'hadoù nevez, e barzh ar vro (56 milion a spagnolegerien a zo o chom er Stadoù-Unanet) hag en etrevroadel gant ar marc'had latinoamerikan o kreskiñ fonnus[20].

Fent ha hegaz en deus bet ar publik kolombian gant taol-mouezh aktourien ar stirad. Brazilian eo Wagner Moura, mec'hikanez eo Paulina Gaitán, e wreg ouzh ar skramm, portorikan eo e geveler torfedoù Luis Guzmán ha brazilian eo André Mattos, unan eus e gevezerien[21].

Prizioù

kemmañ

Anvet eo bet e 2016 evit :

  • Golden Globe ar gwellañ heuliadenn skinwel dramaek
  • Golden Globe ar gwellañ aktour heuliadenn skinwel dramaek gant Wagner Moura

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (en) Netflix Orders 10 Episodes of Pablo Escobar Drama "Narcos"
  2. (en) Netflix's Pablo Escobar Drama Adds "Hatfields" Alum
  3. (en) Pedro Pascal To Star In Netflix Drama Series "Narcos"
  4. (en) "Narcos" Netflix Casting: Ana De La Reguera, "The Book Of Life" Actress, Joins Cast
  5. (en) Maurice Compte boards the Netflix series "Narcos"
  6. (es) Entrevista exclusiva con la nueva chica Bond mexicana
  7. (en) Netflix’s "Narcos" Casts Joanna Christie — Star of Tony-Winning ‘Once’
  8. (en) Netflix Plans To Create Original Series About Colombian Drug Lord Pablo Escobar
  9. (fr) Qui est Wagner Moura, le Pablo Escobar de "Narcos" ?
  10. (fr) Wagner Moura : “J’ai pris dix kilos, j’espère qu’il y aura une saison 2”
  11. (fr) Interview exclusive de Wagner Moura pour la sortie de "Narcos" par Sébastien-Abdelhamid
  12. (fr) "Narcos", la nouvelle série Netflix : ça sent la poudre
  13. (fr) "Narcos" renouvelée : L’histoire continue avec des saisons 3 et 4
  14. (en)"Narcos" First Trailer: Wagner Moura Is Drug Kingpin Pablo Escobar In Netflix Series
  15. (en) Anti-Drug Message At Heart Of Netflix’s "Narcos" – TCA
  16. (fr) Cinq bonnes raisons de regarder "Narcos"
  17. (en) "Narcos" on Netflix: Who is Pablo Escobar? Meet the real people behind the drama
  18. (en) DEA Agents on Hunting Pablo Escobar, El Chapo, and the Accuracy of Netflix’s "Narcos"
  19. (fr) "Narcos" n'est pas une série sur Pablo Escobar mais sur le trafic de cocaïne
  20. (en) Netflix's new show is full of Spanish for a very good reason
  21. (en) Narcos is a hit for Netflix but iffy accents grate on Colombian ears

Gwelet ivez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaezh

kemmañ