Natakamani
Natakamani a oa roue Kush etre penn ar c'hantved kentañ kent Jezuz-Krist ha 20 goude Jezuz-Krist. An hini muiañ anavezet eus rouaned eus ar maread meroek eo-eñ. Mab rouanez Amanishakheto hag Amanitere e oa.
Brudet eo evit bezañ savet ur biramidenn e Meroe hag adsavet un azeuldi da Amon. War meur a vonumantoù e weler anezhañ asambles gant ar rouanez Amanitore. N'eo ket sklaer petra e oa o darempredoù. Posupl eo e oa hi he gwreg pe e vamm. Seblantout a ra o-deus an hevelep renk ha galloud, avat.
En e raok: Amanishakheto |
Roue Kush - 1 - 20 |
War e lerc'h: Arikhankharer |