Natalie Clifford Barney

Natalie Clifford Barney (1876 - 1972) a oa ur skrivagnerez, barzhez ha romantourez, eus ar Stadoù-Unanet hag a oa o vevañ e Pariz. E-pad un 60 vloaz bennak e vodas en he saloñs skrivagnerien hag arzourien, Stadunaniz ha Gallaoued, ha Saozon eus al «lost generation», ar rummad aet da goll.

Natalie Clifford Barney, poltredet e 1896 gant he mamm, Alice Pike Barney.
Natalie Barney da 13 vloaz, poltredet gant Alice Pike Barney.
Natalie Barney gant he c'hi.
Natalie Barney hep he c'hi.

Lesbianez e oa a-wel d'an holl ha stagañ a reas da embann barzhonegoù karantez da vaouezed en hec'h anv adalek 1900. Serc'h e voe da Liane de Pougy, met bec'h a savas etrezo abalamour ma felle da Natalie e paouezfe eben gant he micher a gourtizanez.

E-pad 50 vloaz e tarempredas al livourez Romaine Brooks. He romant The Well of Loneliness zo kontet da vezañ ar gwellañ romant lesbian eus an XXvet kantved.

He buhez

kemmañ

He mamm, Alice Pike, a oa bet kefrisaet d'an ergerzhour Henry Morton Stanley, met pa oa aet ar Saoz d'ober ur veaj daou vloaz e oa dimezet da Albert Clifford Barney, mondian pinvidik-mor an hentoù-houarn e Dayton (Ohio).

Div verc'h o doa he zud, Alice e oa an henañ, ha Laura e oa he c'hoar. Dek vloaz e oa pa voe kuitaet Ohio ganto da vont da chom da Washington D.C. E Bar Harbor, e Maine, ma ne oa ket ken tomm e vezent o hañviñ.

Goude ur gaozeadenn gant Oscar Wilde, a oa bet o prezegenniñ e SUA, e teuas dezhi ar soñj da ober war-dro an arz, en desped d'he fried.


 
Liane de Pougy.
 
Aventures de l'Esprit, 1929

Hec'h oberenn

kemmañ

E galleg

kemmañ
  • Quelques Portraits-Sonnets de Femmes (Paris: Ollendorf, 1900)
  • Cinq Petits Dialogues Grecs (Paris: La Plume, 1901; as "Tryphé")
  • Actes et entr'actes (Paris: Sansot, 1910)
  • Je me souviens (Paris: Sansot, 1910)
  • Eparpillements (Paris: Sansot, 1910)
  • Pensées d'une Amazone (Paris: Emile Paul, 1920)
  • Aventures de l'Esprit (Paris: Emile Paul, 1929)
  • Nouvelles Pensées de l'Amazone (Paris: Mercure de France, 1939)
  • Souvenirs Indiscrets (Paris: Flammarion, 1960)
  • Traits et Portraits (Paris: Mercure de France, 1963)

E saozneg

kemmañ
  • Poems & Poèmes: Autres Alliances (Paris: Emile Paul, New York: Doran, 1920) – bilingual collection of poetry
  • The One Who Is Legion (London: Eric Partridge, Ltd., 1930; Orono, Maine: National Poetry Foundation, 1987)

Lakaet e saozneg

kemmañ
  • A Perilous Advantage: The Best of Natalie Clifford Barney (New Victoria Publishers, 1992); embannet ha troet gant Anna Livia
  • Adventures of the Mind (New York University Press, 1992); troet gant John Spalding Gatton

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.