Hervez an Tanac'h en doe ar profed Natan ur perzh politikel ha relijiel pouezus da ware ren David ha penn kentañ hini Salaun.

Natan oc'h ober e rebechoù da Zavid - engravadur gant Julius Schnorr von Carolsfeld

Keneil ha kuzulier David e oa.

En Eil Levr ar Rouaned e tiouganas Natan da Zavid ne savje ket un ti da Zoue (2R 7)[1].

Ober a reas rebechoù garv da Zavid goude e avoultrerezh gant Bat-Sheva ha marv Ouria an Hitiad, gwaz Bat-Sheva.

Eñ eo a lavaras e varvje ar mab bet ganet da Zavid gant Bat-Sheva[2].

Eñ eo a c'houlennas goude e vefe anvet Salaun, an eil mab ganet da Zavid gant Bat-Sheva « Yeddya », mignon d'an Aotrou[3].

E Kentañ Levr ar Rouaned e lenner a-zivout itrikoù Natan ha Bat-Sheva evit lakaat Salaun war dro David. Dont a rejont a-benn (1R 1,11- 40)[4]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (br)Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, pp 107-108
  2. (br) 2S 12, 1-23, Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 2, pp 111-112
  3. 2S 12, 24-25, Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 2, p 112
  4. (br) Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 1R 1, pp 133-134