Ouria an Hitiad[1] a oa un ofisour eus arme David.

David o reiñ al lizher da Ouria,
livet gant Pieter Lastman (1611).

Gwaz Bat-Sheva (merc'h Eliam) e oa.

Hoalet e voe David gant Bat-Sheva goude bezañ gwelet anezhi o kibellat (2S 11,2). Kas a reas David kannaded d'he c'herc'hat ha kousket ganti. Engehentañ a reas Bat-Sheva.

Divizout a reas David reiñ urzh da Yoav, penn an arme, lakaat Ouria « dirak tal an emgann pa vo start [...] ma vo skoet d'ar marv » (2S 11,14-15)[2].

Fiziout a reas David al lizher en Ouria e-unan evit e gas da Yoav. Lazhet e voe Ouria.

Dont a reas Bat-Sheva da vezañ gwreg David hag e c'hanas ur mab dezhañ.

Rebechoù garv a reas Natan da Zavid goude an darvoudoù-mañ (2S 12). Mervel a reas ar bugel.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Uri an Hethian e troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 276.
  2. Troidigezh an Tour-Tan, levrenn 2, p 111.