Newareg

yezh
(Adkaset eus Nepal Bhasa)

Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr ar yezhoù newarek eo an newareg (newari pe nepal bhasa) komzet gant ouzhpenn da 1.000.000 den en holl e traonienn Kathmandu e Nepal dreist-holl (3,73% eus ar boblañs ez-ofisiel e 199) dreist-holl hag ivez en India.

Seizh rannyezh ez eus:

  • Dolkaleg (dolkhali)
  • Pareg (pahri pe sindhupalchok pahri)
  • Totaleg (totali)
  • Tchitlangeg (citlang)
  • Katmandoueg (kathmandu-pathan-kirtipur)
  • Baktapoureg (baktapur)
  • Bagloungeg (baglung)

Talvezout a ra rannyezh Kathmandu da yezh lennegel implijet dre skrid.

Ouzhpenn-se e kaver diforc'hioù etre ar gerioù implijet gant ar Voudisted hag an Hindoued ha dileusket e vez ar yezh muioc'h gant an eil re evit gant ar re all.

Skrivet e vez an newareg gant ar skritur devanagari ha goût a oar lenn ar yezh-mañ tro-dro da 60% eus ar boblañs.

Liammoù diavaez

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ