New Avengers (ar Veñjerien nevez) a zo ur strollad gourharozed. Heñvel eo anv ar rummad a gaver o zroioù-kaer ennañ. Er Marvel Universe emaint o vevañ. Anv a zo bet anezho evit ar wech kentañ e-barzh New Avengers #1 (miz Du 2004). Krouet int bet gant Brian Michael Bendis (senario) ha gant David Finch (tresañ). Er c’hwec’hkorn e c’haller lenn o istorioù er gelaouenn Marvel Icons.

C'hwec'h miz goude an darvoudoù kontet e-barzh Avengers Disassembled, e vez bodet gourharozed liesseurt a-benn talañ ouzh gourtorfedourien a zo tec'het kuit eus toull-bac'h Raft. Goude an darvoudoù-se e tiviz Captain America hag Iron Man aozañ ur strollad Venjerien nevez, en ur vodañ da vat an holl re o deus kemeret perzh e istor toull-bac'h Raft. An holl anezho a asant, war-bouez Daredevil. Adkavout piv en deus aozet an dec'hadeg-se, ha tapout ar 46 gourtorfedour a zo aet kuit, sed aze o c'hefridi kentañ.

Izili ar strollad

kemmañ

Er strollad e kaver Captain America, Iron Man (an daou anezho bet er Venjerien), Spider-Man, Spider-Woman (Jessica Drew, a labour evit SHIELD), Wolverine (ezel eus X-Men), Luke Cage, Sentry ha Ronin (bet anvet Echo). An holl a vez o chom en Tour Stark (rak distrujet eo bet Maner ar Venjerien, gwelout Avengers Disassembled). A-us ar savadur ez eus un tour-ged. Ouzhpenn Tony Stark (Iron Man) hag e vevel-bras Edwin Jarvis, emañ ivez Peter Parker (Spider-Man) hag e familh (e wreg Mary Jane Watson hag e voereb May Parker) o chom en Tour, rak distrujet eo bet o ziez.

Goude ar c’hross-over a c’haller lenn e Civil War, eo bet rediet ar strollad da guzhat, hag an izili a gaver ennañ a zo bet cheñchet evit dont da vezañ :