New Brunswick (New Jersey)

New Brunswick zo ur gêr e New Jersey, e SUA, e kontelezh Middlesex, 50 km er mervent da New York, war lez ar stêr Raritan, 24 km eus an aber. En 2006 e oa 50 172 a dud.

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv eus Brunswick, anv saoznekaet kêr Braunschweig en Alamagn, da enoriñ ar roue saoz George Iañ, a oa dug Braunschweig-Lüneburg.

An Indianed Lenape, anvet ivez Delaware gant ar Saozon, a oa o-unan er vro, betek donedigezh tud eus Bro-Saoz e 1681. Savet e voe tier gante en ul lec'h anvet Prigmore's Swamp (1681–97) da gentañ, hag Inian's Ferry goude (1691–1714). E 1714 e voe anvet New Brunswick.