Niels Aagaard
Niels Lauritsen Aagaard, ganet e 1612 hag aet gant Anaon d'an 22 a viz Genver 1657, a oa ur skrivagner hag un doueoniour danat. War a seblant e oa breur d'ar barzh Christen Aagaard. Kelenner e oa er Sorø Akademi, e kêr Sorø. Eno e oa bet o labourat ivez evel levraoueger. Marvet e oa e 1657, pa oa 45 bloaz. Chomet ez eus war e lerc'h un toullad oberennoù prederouriezh ha skridoù burutellañ. Ar re-se a oa skrivet e latin, en o zouez Prolusiones in Tacitum (Sorø, 1655), Animadversiones in Ammianum Marcellinum contra Boxhorn (Sorø, 1654).
Oberennoù
kemmañ- barzhonegoù gresianek ha latin
- De optima regendœ reipublicœ, ur skrid politikel (1653)
- Animadversiones in Ammianum Marcellinum contra Boxhorn (Sorø 1654)
- De optimo genere oratorum
- De stylo Novi Testamenti
- De usu Syllogismi in theologia
- Prolusiones in Tacitum (Sorø 1655)
- De nido phoenicis
- De ignibus subterraneis
[Rummad:Skrivagnerien latin]]