Nieuwmarkt ("Marc'had nevez" e nederlandeg) a zo ur blasenn e kreiz-kêr Amsterdam, er c'harter anvet Chinatown, nepell diouzh De Wallen, hag a zo karter ruz Amsterdam. Ar c'harter tro-dro d'ar blasenn a zo anvet Nieuwmarktbuurt (distrig Nieuwmarkt). Er blasenn e kaver dreist-holl tavarnioù ha coffeeshopoù. Marc'had a vez aozet bemdez, ur marc'had boued organek a voe aozet da Sadorn, ha marc'had an traoù kohz hag al levrioù a vez da Sul e-pad an hañv.

De Waag, e plasenn Nieuwmarkt
Marc'had e Nieuwmarkt

En Nieuwmarkt e kaver De Waag, hag a oa ur porzh da vare ar Grennamzer, hag a voe lakaet da di pouezañ pa voe diskaret mogerioù kêr Amsterdam er XVIIvet kantved.

Krouet e voe ar blasenn pa voe stanket ar c'hanolioù tro-dro da De Waag e 1614, hag implijet e voe da blasenn marc'had (orin an anv eo). Implijet e voe ar blasenn gant an Nazied e-pad an eil brezel bed : enni e vodent ar yuzevien o doa paket, a-raok kas anezho d'ar c'hampoù-bac'h.

Er bloavezhioù 1970 e voe diskaret meur a savadur er blasenn ha tro-dro, a-benn lakaat sevel ul linenn metro hag un hent bras. Met reuz bras (anvet the Nieuwmarktrellen e nederlandeg) a savas e 1975, ha neuze e voe dilezet raktres an hent. Ar metro a voe savet avat, hag hiziv an deiz e kaver un arsav-metro anvet Nieuwmarktstation.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.