Nilong fangshai toutao

Pezh-dilhad

Un nílóng fángshài tóutào (sinaeg 脸基尼), pe nílóng miànzhào (尼龙面罩) pe nílóng miànjù (尼龙面具), pe facekini e saozneg, zo ur pezh dilhad hag a vez gwisket e Sina gant an neuierien ha neuierezed, war o fenn hag o dremm (war-bouez an daoulagad hag ar genoù) evit diwall diouzh an heol hag ar morgaoul[1],[2].

Ur facekini, Shanghai, Eost 2015

Diouzh ar c'hiz eo ar maskloù-se abaoe 2005 war an traezh e kêr Qingdao, e proviñs Shandong evit diwall diouzh an heol hag e verkoù ha mirout ur c'hroc'hen gwenn. A-wechoù e vez gwisket dilhad all war lodennoù all eus ar c'horf, pe war ar c'horf penn-da-benn. Adalek 2012 eo bet anvet facekini gant saoznegerien dre fent.

E 2015 e oa bet kentañ meneg eus ar gwisk-se gant ar c'helaouennoù gall, hag anv zo bet adarre e 2016, goude ar breud diwar-benn ar burkini e Bro-C'hall.

Notennoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ