Burkini
Ar burkini pe burqini (distaget bourkini), ger savet diwar an anvioù burka ha bikini, zo un dilhad kouronkañ evit ar merc'hed muzulmat a fell dezho mont da neuial, graet gant an Aostralianez a orin libanat Aheda Zanetti evit ar gompagnunezh Ahiida.

An dilhadtresourez Aheda Zanetti gant Mecca Laa Laa, gwisket gant ar "burqini" evit he labour kouronkerez-savete e North Cronulla Beach e Sydney, Aostralia, d'ar 4 a viz C'hwevrer 2007. Graet eo bet ar burkini melen ha ruz evit ar Surf Life Saving Australia ha reiñ tu d'ar muzulmadezed da vonedonea war an traezh en ur zoujañ d'o relijion.
Goloet eo ar c'horf penn-da-benn, ne chom dizolo nemet an dremm, an daouarn hag an treid. Skañv a-walc'h eo evit gallout neuial aes.
Berz ha berzhAozañ
E deroù miz Eost 2009 ez eus bet difennet ouzh ur vaouez e Bro-C'hall neuial en ur poull-neuial e kêr, war zigarez ne oa ket un dilhad yac'h en ur poull-neuial.[1].
E dibenn miz Eost 2009 eo bet aotreet ar burkini en Oslo, kêr-benn Norge.[2]
E 2016 e oa un devezh burkini da vezañ en ur poull-neuial e kêr Marseille: [3]
Pennadoù karAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ "French pool bans 'burkini' swim" BBC News Online (2009-08-13)
- ↑ [1] La Ville d'Oslo autorise le burkini dans ses piscines, e-barzh Libération.
- ↑ http://www.huffingtonpost.fr/2016/08/04/burkini-marseille-deux-parlementaires-prennent-defense-journee-smile13_n_11330954.html
Liammoù diavaezAozañ
- Burquini, entre burqa et bikini, La Dernière Heure, 13 a viz Genver 2007.
- Ahiida, Pajennoù Aheda Zanetti
- [2] Evit prenañ ho purkini