Ur burqa ( eus برقع /burqu‘ en arabeg, diwar برقع en pachtoeg), pe bourka a-wechoù, zo ur pezh dilhad a vez gwisket gant ar merc'hed penn-kil-ha-troad e broioù zo eus Azia, pa'z eont e-maez o zi, hag a dennont er gêr. En Afganistan ha Pakistan dreist-holl e vez douget. Hini Afganistan a vez glas peurvuiañ. Doareoù all zo ivez en Iran.
A-wechoù e vez mesket gant tud Europa, ha kazetennerien zoken, burqa ha niqab.

Merc'hed gant o burqa en Afganistan
Plac'h bandari en he burqa en Afganistan
Maouez en burqa, en diadreñv, e 1842.

Meur a vurqa

kemmañ

Hervez istorourien zo e vije meur a vurqa: an hini lec'hel, a c'holo ar penn hag a dap betek an dargreiz, hag an hini islamek, ijinet gant ar salafidi war-dro dibenn ar bloavezhioù 1980.

Implij

kemmañ

En Europa eo difennet dougen ar burqa e Belgia, met e Bro-C'hall n'eo ket. Koulskoude ez eus bet nac'het reiñ ar vroadelezh c'hall d'ur vaouez o tougen ar burqa.