Nils Kreuger

livour svedat

Nils Edvard Kreuger (11 Here 1858 e Kalmar - 11 Mae 1930 e Stockholm) a oa ul livour svedat.

Nils Kreuger

Goude studioù en Akademiezh roueel arzoù Sveden ha gant Edvard Perséus ez eas Nils Kreuger da Bariz e 1881. Eno, dindan levezon stil al livourien c'hall, e savas taolennoù eus Pariz ha tro-war-dro, graet alies da darzh-an-deiz pe da serr-noz, dindan ar glav, an erc'h pe er vrumenn. E 1887 e tistroas da Sveden hag en em staliañ e Varberg. Eno e livas hag adalek 1893 e kenlabouras gant Richard Bergh ha Karl Nordström[1].

Skeudennaoueg kemmañ

Notennoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.