No Place to Hide (kanaouenn)
"No Place to Hide" eo single kentañ ar strollad nu-metal Korn evit o eil fladenn Life Is Peachy. Kregiñ a ra ar ganaouenn gant un digoradur sonet gant an izgitar ha gitarioù skiltr ha taboulinoù doare funk a vez kavet enni.
Berzh
kemmañDesellet e vez ar ganaouenn-mañ evel an hini gentañ o vezañ bet merket war ar chadenn MTV hag a reas berzh bras a-walc'h, ha dreist-holl er Rouantelezh-Unanet. Daoust d'un ezvezañs a glip filmet evit ar single-mañ e voe graet gant MTV ur meskaj a skeudennoù tennet eus klipoù eus ar video Who Then Now? hag eus videoioù kozh ar strollad.
E 1998 e voe kaoz da reiñ ar Grammy d' ar ganaouenn evel ar Gwellañ Kanaouenn Metal (Best Metal Performance). An eil gwech e oa da g-Korn bezañ anvet er rummad-se.
Roll ar c'hanaouennoù
kemmañCD 1:
- "No Place to Hide" (Doare ar bladenn) – 3:31
- "Sean Olson" – 4:45
- "Proud" (Previously Unreleased) – 3:14
CD 2:
- "No Place to Hide" (Doare ar bladenn) – 3:31
- "Shoots and Ladders" (Dust Brothers Industrial Mix) – 3:50
- "Shoots and Ladders" (Dust Brothers Hip Hop Mix) – 4:07
CD 3:
- "No Place to Hide" (Doare ar bladenn) – 3:31