An Noise rock (rock trouzus) a zo ur seurt sonerezh a zo diorroet er bloavezhioù 1980. Ledan eo an doare ma vez termenet, gwelet e vez evel skourr sonerezh-arnodiñ ar sonerezh punk. Sonerezh rakward eo, ennañ levezon ar sonerezh punk, ar sonerezh amdonek hag ar sonerezh industriezh.

Steve Albini

A-wechoù e lavarer ivez noisecore, daoust ma vez implijet an termen-se da envel ar sonerezh grindcore hag ur seurt sonerezh tekno hardcore.

Istor kemmañ

 
Lightning Bolt e Southgate House 2005

E-touez levezonioù al luskad emañ Velvet Underground (dreist-holl ar bladenn White Light/White Heat), The Stooges, Fifty Foot Hose, ar sonerezh krautrock, ar sonerezh free jazz ha free-rock hag ar bladenn Metal Machine Music gant Lou Reed.

Diorren a reas an noise rock d avat er bloavezhioù 1980 er Stadoù Unanet, da-heul al luskad no wave. E-touez ar strolladoù a rae noise rock e voe The Jesus Lizard, Big Black (Chicago), Butthole Surfers, Scratch Acid (Texas), Sonic Youth, Swans, The Cows (Minneapolis), Flipper (San Francisco) ha Dinosaur Jr (Massachusetts).

 
Melt-Banana

Hiziv an deiz ec'h implijer ivez an termen noise rock da envel sonerezh graet e Japan gant strolladoù evel Boredoms ha Melt-Banana.

Strolladoù noise rock pennañ kemmañ

Bloavezhioù 1970 kemmañ

Bloavezhioù 1980 kemmañ

Bloavezhioù 1990 kemmañ


Bloavezhioù 2000 kemmañ

Tiez-embann kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Liamm diavaez kemmañ