Pussy Galore (strollad)

Pussy Galore
Bro orin Washington D.C., SUA
Doare(où) Noise punk
Punk blues
Bloavezhioù oberiant 1985-1990
Label(ioù) Caroline, Matador, In the Red Records
Izili bet er strollad Jon Spencer
Cristina Martinez
Julia Cafritz
Neil Michael Hagerty
John Hammill
Bob Bert
Kurt Wolf
Endro Boss Hog, Royal Trux, Sonic Youth, Blues Explosion, Heavy Trash, Chrome Cranks, Bewitched

Pussy Galore a oa ur strollad sonerien amerikan. Sonerezh was noise punk a veze graet ganto. Savet e voe ar strollad e Washington D.C. e 1985 ha cheñch-dicheñch e voe ar sonerien a gemeras perzh ennañ betek ma vefe divodet e 1990.

Pa voe savet ar strollad e oa ennañ ar c'haner ha gitarour Jon Spencer, ar gitarour Julia Cafritz hag an tabouliner John Hammill. Da-heul embann ar bladenn 7" Feel Good About Your Body, e teuas ar gitarour Neil Hagerty, hag e plas Hammill e teuas Bob Bert, hag a oa bet tabouliner Sonic Youth. Er strollad e teuas ivez Cristina Martinez evel gitarourez daoust ma ne oa ket sonerez, met tennet he doa poltred golo ar bladenn 7 ha kemeret perzh en enrollañ an EP Groovy Hate Fuck. An EP-se, evel holl enrolladennoù kentañ ar strollad a voe embannet gant o zi-embann anvet Shove Records. A-raok lakaat embann o fladenn EP o doa izili ar strollad embannet krenn-ha-krak o c'has ouzh Ian MacKaye (hag eñ e penn Dischord Records), ar pezh en doa lakaet anezho da vezañ gwelet fall gant an holl a gemere perzh e luskad punk hardcore Washington D.C. Mont a rejont neuze da New York ma lakjont embann ur c'hasedig ma sonent en-dro tonioù Exile on Main Street (Rolling Stones). E miz Genver 1987 e lakjont embann Pussy Gold 5000. Ur pennadig goude ez eas Martinez kuit hag un nebeud bloavezhioù goude e savas Boss Hog.

E miz Gwengolo 1987 e lakaas embann Pussy Galore e bladenn vras kentañ (Right Now!) hag a voe embannet gant Caroline Records. Da-heul embann Right Now! ez eas Hagerty kuit, ha Kurt Wolf a gemeras e blas. Distreiñ a reas Hagerty da-heul embann Sugarshit Sharp tra ma'z eas Wolf da seniñ gant Loudspeaker. Sugarshit Sharp a zo brudet peogwir e kaver enni an ton Yu-Gung (savet gant Einstürzende Neubauten) sonet en-dro gant Pussy Galore en doare rock garage. F.M._Einheit, hag eñ ezel eus Neubauten, a lavaras e oa bet entanet gant doare Pussy Galore da seniñ an ton-se.[1]

E 1989 e voe embannet eil pladenn vras ar strollad, Dial M for Motherfucker he zitl. Fellout a rae d'ar strollad e vefe anvet Make Them All Eat Shit Slowly, met tud Caroline Records a savas a-enep. Ne gemeras ket Cafritz perzh er bladenn a-bezh, ha goude embann ar bladenn-se e kuitaas ar strollad. Er memes bloavezh e lakjont embann div bladenn single split : an eil gant Tad (embannet gant Sub Pop Records) hag eben gant Black Snakes, embannet gant an ti-embann japanat Supernatural Records.

E 1990 e savas Spencer, Hagerty ha Bert ur bladenn anvet Historia De La Música Rock evit Caroline Records. Ur bladenn ma klever levezon ar sonerezh blues eo, enni elfennoù a vefe kavet diwezhatoc'h e The Jon Spencer Blues Explosion.

Spencer ha Cristian Martinez a savas Boss Hog e dibenn ar bloavezhioù 1980, ur pennadig a-raok ma vefe divodet Pussy Galore. Spencer a savas ivez The Jon Spencer Blues Explosion. Neil Hagerty a gendalc'has c'ober sonerezh trouzus gant Jennifer Herrema ber strollad Royal Trux o doa savet e Chicago e 1987. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 e savas Cafritz ha Bert ur strollad hag ur bladenn anvet Action Swingers.

Daou vloaz goude divodañ ar strollad e voe embannet an dastumad Corpse Love: The First Year, ma kaver peder c'hanaouenn eus Exile On Main Street, hag ivez enrolladennoù kozh, atersadennoù en o zouez.

Pladennoù

kemmañ
  • Feel Good About Your Body EP 7", 1985
  • Exile on Main Street Cassette (1986, Shove) (550 skouerenn, 4 c'hanaouenn a gaver e Corpse Love CD)
  • Groovy Hate Fuck EP (1986, Shove)
  • Pussy Gold 5000 EP (1986, Shove)
  • Groovy Hate Fuck (Feel Good About Your Body) LP (1987, Vinyl Drip)
  • Right Now! LP (1987, Caroline; adembannet e 1998 gant Matador Records/Mute Records)
  • Sugarshit Sharp EP (1988, Caroline; adembannet e 1998 gant Matador Records/Mute Records, gant un ton ouzhpenn : "Penetration In the Centerfold")
  • Dial M for Motherfucker (pe Make Them All Eat Shit Slowly, pe New Album By Pussy Galore) LP (1989, Caroline; er CD ve kaver 5 eus 6 kanaouenn Sugarshit Sharp, gant "Penetration In the Centerfold (Devo) e-lec'h "Yu-Gung"; adembannet e 1998 gant Matador Records/Mute Records)
  • Historia De La Música Rock LP (1990, Caroline)
  • Corpse Love: The First Year CD (1992, Caroline)
  • Live: In The Red LP sonadeg diwezhañ enrollet er CBGB (1998, In the Red)
  • Maximum Penetration VHS (1987, Atavistic Video)

Notenn

kemmañ
  1. F.M. Einheit, atersadenn e CBC Radio's Brave New Waves (e-tro 1990)

Liamm diavaez

kemmañ