Noordermarkt ("Marc'had an Norzh" e nederlandeg) a zo ur blasenn lec'hiet e karter Jordaan en Amsterdam, en Izelvroioù.

Noorderkerk ha Noordermarkt, Amsterdam

Tro-dro d'ar blasenn e kaver tavarnioù ha pretioù. Pep Lun e vez aozet ar marc'had, ha pep Sadorn e vez aozet ur marc'had boued organek gant labourerien-douar. Da Lun e vez aozet ivez ur marc'had gwiad e Westerstraat, e-kichen Noordermarkt.

An anv Noordermarkt a voe aozet e 1616, betek-henn e veze anvet ar blasenn Prinsenmarkt, diwar anv ar ganol Prinsengracht hag a zo tost ouzh ar blasenn. Ur wech echu sevel Noorderkerk e 1623, e voe anvet ar blasenn Noordermarkt. Betek 1655 e voe implijet dreist-holl da vered an iliz.

E-pad an Eil brezel bed e voe aozet ur emvodoù kentañ gant aozerien harz-labour miz C'hwevrer 1941 e Noordermarkt. Ur blakenn da zerc'hel soñj eus an darvoudoù-se a zo ouzh mogerioù Noorderkerk.

Liamm diavaez

kemmañ